Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Ad hominem

Eus Wikipedia
Ad hominem
Latin phrase
Iskevrennad eusgenetic fallacy Kemmañ
Den heverkAristoteles,Sextus Empiricus,Galileo Galilei,John Locke,Richard Whately Kemmañ
 

Ad hominem zo urbomm-lavar latin a dalvwar-du an den.

Kavet e vez dreist-holl evelanv-gwan, pa vez komzet eusargumentum ad hominem, petagadennoù ad hominem, da lavarout eo taolioù a zo mennet da ziskar un den.

Frammadur

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Unarguzennad hominem (arguzenn falset eta) a vez frammet evel-hen:

  • A a lavar B.
  • Lavarout a ran un dra bennak a-enep da A.
  • Diwar-se, B n'eo ket gwir.

Diheñchañ ar gaoz

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Implijet e vez diwar-benn komzoù tud zo, en ur gaozeadenn, a respont d'un arguzenner o klask diskar an den e-lec'h diskar e arguzenn. Evit se e klaskont treiñ ar gaoz war-zu personelezh an arguzenner, e-lec'h enebiñ ouzh e arguzennoù gant arguzennoù kontrol.

Peuliesañ e weler azetech an dud ha n'o deus arguzenn ebet en ur gaozeadenn, pe a sant eo gwan o arguzennoù, ha ne fell ket dezho anavezout kement-se dirak an holl. Neuze e kavont gwelloc'h klask diheñchañ ar gaoz, ha skeiñ war un den, o tamall dezhañ traoù a bep seurt, gwir pe diwir, o soñjal e vo diskaret arguzennoù o eneber ma vez diskaret e vrud gante.

Pennadoù kar

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Mammennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • Patrick Hurley, A Concise Introduction to Logic, Seventh Edition, Wadsworth, 2000
  • Copi, Irving M. and Cohen, Carl. Introduction to Logic (8th Ed.), p. 97-100.

Liammoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Ad_hominem&oldid=2127560 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp