ArYuzevien Achkenaz, peAchkenazed hagAshkenazim (gant ar merk liesterhebraek), (Hebraegאַשְׁכְּנַזִּים , Distagadur hebraek ashkennaz : [ˌaʃkəˈnazim], unander : [ˌaʃkəˈnazi], Hebraeg modern : [aʃkenaˈzim, aʃkenaˈzi]; pe c'hoazhיְהוּדֵי אַשְׁכְּנַזY'hudey Ashkenaz) zo ur boblañs eus andiaspora yuzev diwanet enImpalaeriezh Santel Roman German e fin kentañ milved hon mare[1]. O yezh hengounel eo aryideg, ur yezhc'hermanek gant elfennoùhebraek,aramaek haslavek, diwanet dre o fiñvadegoù war-zu norzh Europa, hag eus Frañs betek Europa ar Reter dre Alamagn. Betek ma oa adsavet implij anhebraeg evel ur yezh vodern pemdez e oa evito ur yezh sakr implijet ershul nemetken.E fin arGrennamzer e oant staliet er pezh zo anavezet evelyidishland (yidegva) ePolonia,Bielorusia,Ukraina haRusia a-vremañ. An XVIIIvet kantved a voe en o zouez ur mareSklêrijennoù yuzev, gant ur gwir birvilh a bep tu, ar pezh en doa krouet luskadoù relijiel nevez kenkoulz hag ur vuhez yuzev lik hag ur preder war o flas er bed en doa degaset war-lerc'h soñj arZionouriezh ha krouidigezh stadIsrael. Hogozik peur-zistrujet e voe Achkenazed Europa da vare arShoah e-pad anEil Brezel Bed de heul politikerezhAdolf Hitler hag annaziegezh. Ar pep brasañ eus an Achkenazed a-vremañ a vev erStadoù-Unanet hag enIsrael bremañ.