Aberffraw zo ur gêriadenn hag urgumuniezh enEnez Mon, eKembre. Dont a ra hec'h anv eus ar stêrFfraw.
En Aberffraw e oa lez pennañ rouanedrouantelezh Gwynedd hag ober a rae rouaned Gwynedd gant an titlpriñs Aberffraw peaotrou Aberffraw.
ErVIIvet kantved e voe savet an iliz kentañ, gouestlet da santBeuno, met nevesoc'h eo ar savadur a weler bremañ : eus anXIIvet kantved eo al lodennoù koshañ anezhañ.
ErMabinogi eo en Aberffraw e timezasBranwen gantMatholwch, roue Iwerzhon.
E 2011 e oa poblet ar gumuniezh gant 620 a dud, ha 409 anezho (67,5%) a oakembraegerien[1].