Aasmund Olavsson Vinje (6 a viz Ebrel 1818 – 30 a viz Gouere 1870) a oa ur barzh hag ur c’hazetenner eusNorvegia. Bez’ e voe, asambles gant ar yezhoniourIvar Aasen, unan eus an dud kentañ o skrivañ elandsmål, a zeuas da vezañ annynorsk, unan eus an div yezh skrivet ofisiel e Norvegia.
Ganet e voe Aasmund Olavsson Vinje en ur familh paour a-walc’h eVinje, e kontelezhTelemark. Goude bezañ bet mestr-skol ez eas d’ar skol-veur dag-Christiana da studiañ ar gwir. Neuze e reas anaoudegezh gant tud evelHenrik Ibsen haBjørnstjerne Bjørnson. Labourat a reas evel kazetenner evit anDrammens Tidende. Sevel a reas ar gelaouennDølen e 1858, ma embanne eñvorennoù beajoù ha pennadoù diwar-benn an arz, ar yezh, ar politikerezh. Paouez a reasDølenda zont er-maez e 1870.
Tremen a reas an dibenn eus e vuhez war ar maez ha mervel a reas gant ur c'hrign-bev e 1870. Beziet e voe eGran e kontelezhOppland.
En e skridoù eDølen, hag en e skridoù all, e veze roet kalz a bouez gant Vinje d’an diforc'hioù etre ar vuhez er c'hêrioù bras hag ar vuhez war ar maez. Unan eus pennañ skrivagnerien romantel Norvegia e voe Vinje. War an dachenn bolitikel e voe oberiant ivez. Skarzhet e voe eus e garg a alvokad, abalamour m’en doa kavet abeg e politikerezh estren ar gouarnamant.
Lod eus barzhonegoù Vinje zo anavezet hiziv an deiz c'hoazh, evel da skouer ar varzhonegVed Rundarne, zo bet lakaet sonerezh warni gantEdvard Grieg.
a vo kavet eWikimedia Commons.