NATO (North Atlantic Treaty Organization e saozneg) a oa un aozadur politikel dreist-holl a-raok ma voe krogetBrezel Korea. Adal ar brezel drastus-se e voe roet nerzh d'ur frammadur resisoc'h eus ar Stadoù ezel, savet e voe un aozadur milourel didan sujidigezh daou komandant pennstadunanat. Red arBrezel Yen a zegasas kevezerezh gant stadoù ezelPakt Varsovia a voe savet e 1955.
Douetañs a oa savet da geñver nerzh an aozadur hag al liammoù etre an izili en Europa eus un tu ha gantStadoù-Unanet Amerika eus an tu all. Douetañs a oa savet ivez da geñver penaos talañ ouzh un aloubadeg gant ar soviediz.Bro-C'hall a voe an ezel oc'h ober ar muiañ a drouz, betek sevel un nerzh tagañ nukleel ha kuitaat an aozadur milourel adal 1966 hag e-pad 30 vloaz.
Goudekouezhadenn Moger Berlin e 1989, an aozadur a voe desachet etrezek dispartiYougoslavia. Eno e voe kaset ar c'hentañ kampagn milourel e Bosnia etre 1992 betek 1995 ha goude-se e Yougoslavia e 1999. Da geñver politikerezh an aozadur a zo gwelet gwelloc'h gant ez iziliPakt Varsovia, ul lod bras anezho o vezañ emezelet en Aozadur Feur-emglev Norzh-Atlantel etre 1999 ha 2004.
E miz Even 2022, an Afna en deus 40 000 soudard e reter Europa kenkas ma vefe eus un dagadenn rusian. An hanter eus ar soudarded a zo e Bulgaria, Roumania, Hungaria, Slovakia, ha Polonia. Ar pemp bro-se o deus 259 000 soudard ouzhpenn bet soudarded AFNA. Ouzhpenn nijlu Bulgaria, Spagn n'eus kaset kirri-nijEurofighter Typhoon, an Izel-vroioù eizhF-35, ha Bro-C'hall hag SUA o deus kaset kirri-nij ouzhpenn.
Etre eo ar sell war an AFNA e-touez poblañsoù ar Stadoù ezel.