8 mm Lebel | |
---|---|
![]() Ur gartouchenn8 × 51 R anvet boaz8 mm Lebel | |
Doare | |
Doare korf an douilhez | bourled |
Doare skeiñ | e-kreiz |
Bro orin | ![]() |
Muzulioù | |
Ø bannadell | 8,3 mm |
Ø trogleuziñ | 8 mm |
Ø kolier | 8,85 mm |
Ø skoaz | 11,42 mm |
Ø korf an douilhez | 13,77 mm |
Ø strad | 16 mm |
Tevder ar strad | 1,40 mm |
Hirder an douilhez | 50,50 mm |
Hirder ar gartouchenn | 75 mm |
Perzhioù all | |
Pouez ar vannadell | 12,8 - 15 g |
Tizh o vont e-maez V0 | 632 m/s (er fuzuilh Lebel) |
Energiezh ar vannadell | 3.364 - 3.751 J |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | C |
An8 mm Lebel, pe8 × 51 R hervez e anv ofisiel evit arCIP (gwechall8 × 50 R, met cheñchet e oa bet e anv evit chom hep droukveskañ gant an8 × 50 mm Mannlicher), a oa armunision ijinet evit arfuzuilh Lebel e 1886. Implijet eo bet ivez en un nebeud armoù gall betek anEil Brezel-bed dreist-holl.
E miz Genver 1886 e c'houlennas ar jeneralBoulanger, ministr nevez ar Brezel e Frañs, e vije kinniget dezhañ er bloaz un arm hag ur munision nevez o tennañ gounid eus arpoultr hep moged ijinet e fin 1884 gantPaul Vieille. Pemp miz war-lerc'h e voe kinniget dezhañ ar fuzuilh Lebel hag ar gartouchenn 8 mm savet eviti. An daou a voe dibabet diouzhtu evit armeoù ar vro.[1]
Un araokadenn vras e oa ar gartouchenn 8 mm Lebel. Betek-neuze e veze implijet bannadelloù 11 mm o zreuzkiz, met a-drugarez d'ar poultr hep moged e c'helljod implijout bannadelloù bihanoc'h o zreuzkiz, dezhe tizhoù kalz uheloc'h evit reoù ar boledoù kaset gantpoultr du (632 m/s evit ur boled Lebel, war-dro 350 m/s d'ar muiañ gant an doare kozh). Ar soudarded a c'helle ivez tennañ hep sevel pezhioù koumoul moged a zitoure o enebourien war o lec'h-tennañ. Boledoù an 8 mm Lebel e oa ar re gentañ gwisket gant mailhchor, memes ma rankjont bezañ savet e laton penn-da-benn adalek 1898 abalamour da gudennoù tarzhañ. Un nebeud adstummoù eus ar gartouchenn a voe savet betek arModèle 1932, he stumm diwezhañ.[1]
Implijet e voe ar c'hartouchennoù 8 × 51 R a-hed arBrezel-bed Kentañ gant ar soudarded war-droad gall en o fuzuilh reoliek Lebel. Un nebeud armoù gall all a voe kambret evit ar munision-mañ, en o zouez :
Dilezet e voe ar c'halibr tamm-ha-tamm gant an arme c'hall adalek ar bloavezhioù 1920 dre m'o doa diskouezet ar munisionoù gant ur bourled bezañ kudennek en armoù aotomatek. Produet e vez c'hoazh kartouchennoù 8 mm Lebel evit an TAR (Tennañ gant Armoù Reoliek) gant un dornad embregerezhioù evelFiocchi,Prvi Partizan peCartouches Sologne.