| Česká Zbrojovka a.s. | |
|---|---|
| Krouidigezh | 1919 |
| Diazez hervez ar Gwir | Kevredigezh dizanv |
| Sez sokial | Uherský Brod, |
| Perc'henned lodennoù nesañ | Colt CZ Group |
| Obererezh | armoù-tan |
| Kevredigezh e penn | Colt CZ Group |
| Isembregerezhioù | CZ-USA(en)[1] Ceská Zbrojovka Brno |
| Implijidi | 1800 (2017) |
| Lec'hienn internet | www.czub.cz |
| Sifr gwerzhioù | 4 miliard a gurunennoù tchek (2016) |
| Disoc'h rik | 600 milion a gurunennoù tchek (2016) (war-dro 23 milion a euroioù) |
Česká zbrojovkaa.s. (anvet boasCZ, gwechallČeská zbrojovka Uherský Brod) zo un embregerezharmoù-tan liesvroadeltchek savet e 1919 ePlzeň.
Betek fin an XXvet kantved e produe ivezmarc'hoù-tan unsailh. Kenlabourat a rae gant an embregerezh Jawa a brodue marc'hoù-tan divsailh.
An armoù produet gant CZ a vez implijet gant armeoù, servijoù polis koulz ha chaseourien pe tennerien sport. Meur a seurt armoù a vez produet, pe e vefe armoù-plom pe armoù-tan. War-dro 1800 den a labour evit an embregerezh.

95% eus ar produiñ a vez ezporzhiet war-zu ur c'hant bro bennak er bed. An embregerezh zo e-touez an 10 produer brasañ a armoù-dorn hag e-touez ar pemp produer brasañ a armoù aotomatek er bed. Perzh eo CZ eus an holdingColt CZ Group savet gantañ e 2013. Unan eus ar strollad pouezusañ e bed an armoù hiniennel hag an difenn er bed eo.




CZ o deus meur a skipailh tennañ, en o zouez unanIPSC pistolenn. Sponsorizañ a ra Česká zbrojovka a.s. an International Practical Shooting Confederation abaoe 1996 evit kampionadoù ar Bed, kampionadoù Europa ha kampionadoù ar c'hevandirioù.
E 2022 e oa bet digoret eKemper ur greizennsportoù tennañ a-drugarez da arc'hant CZ gant ar c'hampionÉric Grauffel[2].