Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Degemer

Eus Wikipedia

Donemat deocʼh erWikipedia, an holloueziadur digor ha digoust, frank a wirioù ha liesyezhek, hag a cʼhall bezañ gwellaet gant an holl

88 108 pennad emeur o sevel bremañ e rannvrezhonek an holloueziadur.

Pennad ar miz

Kezeg ar C'hausse Méjean e Bro-Chall

Marc'h Przewalski,marc'h Prjevalski (spesadEquus przewalskii,isspesadEquus ferus przewalskii peEquus caballus przewalskii), zo ur spesad pe un isspesad kezeg gouez tost-kenañ d'ar spesadEquus caballus.
Kezeg Przewalski a vije bet diaraogerien ar c'hezeg doñvaet. Koulskoude ne zeuas ket an den a-benn d'o doñvaat biskoazh.

Kavet e voent e1879 gant ar c'horonal ergerzhourrusatNikolay Prjevalsky eDzoungaria, er menezioù war lez gouelec'hGobi. A-raok an darvoud-se e soñje d'ar skiantourien e oa aet al loened-se da get, diouennet gant arVongoled abalamour da gaout kig.
E1881 e voe dibabet an anv skiantel gant I.S. Poliakov, mirdiour Mirdiloenoniezh Akademiezh skiantoùSant-Petersbourg.
Goude ar gavadenn e c'houlennas meur a zoo kavout un nebeud loened. Abalamour d'o gouezder e vije bet diskaret bagadoù a-bezh eus ar c'hezeg-se gant ar chaseourien evit tapout un nebeud loened hepken. Dre benn d'ar chase-se peurgetket ez eas ar spesad war rouesaat hag al loened gouez diwezhañ a oa bet gwelet eMongolia e1969. Adalek ar mare-se e vez sellet ouzh ar spesad-se evel diouennet en natur.

Er zooioù e voe miret ar spesad bev. Diskenn a rafe an holl gezeg Przewalski a-vremañ eus ur strollad 9 pe 12 marc'h a-douez an 31 loen tapet bev e diwezh anEil Brezel Bed, a ziskenne o-unan eus an 13 marc'h tapet e1900. Gwirheñvel eo e oa unhiron marc'h doñv en o zouez.

War-dro1977 ne chome ken 300 loen bev er zooioù dre ar bed, neuze e voe savet eskemmoù mirc'hi servij da greskiñ ar boblañs-se gant zooioù hag ensavadurioù, hag e deroù anXXIvet kantved} e konter war-dro 1 800 loen.

muioc'h...

Keleier

Un tamm sell war red an darvoudoù

Doarear6 Ebrel2025 haKeleier ar vro.

Ekrem İmamoğlu
Ekrem İmamoğlu

Keleier ar Wiki

  • War gresk e talc’h arWikipedia brezhonek da vont, tamm-ha-tamm, ha tremen 88 000 pennad zo bremañ. Er 81vet renk emaomp bremañ e-touez ar raktresoù Wikipedia[1] evit an niver a bennadoù, etre arbelaruseg hag armalayalameg. Evit gouzout hiroc'h :An Deizlevr.
  • E renkadur an holloueziadurioù hervez danvez ar pennadoù emaomp en 83vet plas[2], etre arc'hurdeg sorani (82) hag arwoueg (84). Ne labouromp ket a-walc'h da wellaat ar pennadoù a zo bet boulc'het, hag un toullad pennadoù diazez a vank c’hoazh d’hor Wiki[3], evelnerzh pehormon ha meur a hini all c'hoazh. Taolit ur sell ouzhroll ar pennadoù a ra diouer d’ar Wiki-mañ. Gallout a ra pep hini ac’hanomp klask sevel ar pennadoù a vank dimp. Mankout a ra dimp ivezpennadoù hir (n'hon eus nemet216 evit ar mare).
  • Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek, gouzout petra zo nevez, reiñ ho soñj, kit bep an amzer d'ober un dro betekTavarn ar wikipedourien.
  • Taolit ur sell ouzhar pennadoù nevez-voulc'het gant hor c'henlabourerien ha roit dorn d’o reizhañ, d’o gwellaat, d’o astenn, d’o fonnusaat. Gallout a ra neb a gar degas kemmoù d’ar pennadoù ma vank traoù enno, pe ma'z eus mankoù enno. Ma n’oc’h ket asur eus an doare da ober, sellit ouzhSkoazell:Penaos kemmañ ur bajenn, pe c’hoazh ouzhWikipedia:Fazioù stankañ.
  • E-touez ar raktresoù kar da hini Wikipedia, emañ hini arWikimammenn, un dastumad levrioù brezhonek, kuit a wirioù, pe c’hoazh hini arWikeriadur. Kit da deurel ur sell outo !

A bep seurt

A bep seurt

Fazioù zo marteze e pajennoù ar wikipedia. Amañ e vint renablet, e pajenn arreizhadennoù da ober e-barzh yezh ar wikipedia

Ur raktres deus arWikimedia Foundation eoWikipedia
CommonsCommons
Bank roadennoù liesvedia
MediaWikiMediaWiki
Diorren poelladoù
Meta-WikiMeta-Wiki
Kenurzhiañ
WikilevrioùWikilevrioù
Levrioù ha testennoù frank
WikiroadennoùWikiroadennoù
Diaz anaoudegezh
WikikeloùWikikeloù
Keloù digor
WikipediaWikipedia
Holloueziadur
WikiarroudWikiarroud
Dastumad arroudennoù
WikimammennWikimammenn
Al levraoueg dieub
WikispesadWikispesad
Roll ar spesadoù bev
WikiskolveurWikiskolveur
Binvioù frank evit deskiñ
WikeriadurWikeriadur
Geriadur & tezorus


Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Degemer&oldid=1770769 »

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp