an holloueziadur digor ha frank, savet gant an holl.

ArFelibrige (Lo Felibritge en doare-skrivañokitanek klasel,Lou Felibrige e doare-skrivañ Mistral, distaget [lu feliˈβɾidʒe]) zo ur skol lennegel hag ur gevredigezh sevenadurel savet gantFrédéric Mistral ha skrivagnerien all evit difenn ha brudañ ar yezh hag al lennegezh okitanek. Pouezet e vez kalz er gevredigezh-se war an disheñvelderioù a zo etre ar rannyezhoù okitanek. En he fenn e vez dilennet ur c’hadoriad, anvet “capolièr” (capoulié).
Amsklaer eo orin ar ger “felibrige” ; lavaret a reer e teu eus ur gerfelibre, ur ger provañsek a dalvezfe kement ha “diskibl”.
Savet e voe ar Felibrige e kastellFòntsegunha (eCastèunòu de Gadanha, eProvañs) d’an21 a viz Mae1854 gant seizh barzh yaouank:Teodòr Aubanèu, Joan Brunet, Pau Gièra, Ansèume Matièu,Frederic Mistral,Josèp Romanilha hag Anfòs Tavan. Fellout a rae dezho sevel krog an okitaneg.
Da gentañ e voent o labourat evityezh Provañs ha buan e teuas war wel disoc’h o strivoù e Provañs koulz hag e broioù okitanek all, ma voe heuliet o skouer gant skrivagnerien all adalek dibenn anXIXvet kantved.
Ar Felibrige, bremañ, a zalc’h da zifenn ha da vrudañ an okitaneg hag e sevenadur ha da stourm evit gwirioù ar yezhoù bihanniver er C’hwec’hkorn. Bez’ eo unan eus an daou strollad bras a labour en holl vroioù okitanek, e-kichen anInstitut d'Estudis Occitans abaoe 1945.

| Commons Bank roadennoù liesvedia | MediaWiki Diorren poelladoù | Meta-Wiki Kenurzhiañ | Wikilevrioù Levrioù ha testennoù frank | Wikiroadennoù Diaz anaoudegezh | Wikikeloù Keloù digor | ||||||
| Wikipedia Holloueziadur | Wikiarroud Dastumad arroudennoù | Wikimammenn Al levraoueg dieub | Wikispesad Roll ar spesadoù bev | Wikiskolveur Binvioù frank evit deskiñ | Wikeriadur Geriadur & tezorus |