Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Degemer

Eus Wikipedia

Donemat deocʼh erWikipedia, an holloueziadur digor ha digoust, frank a wirioù ha liesyezhek, hag a cʼhall bezañ gwellaet gant an holl

88 765 pennad emeur o sevel bremañ e rannvrezhonek an holloueziadur.

Pennad ar miz

Carl von Linné.

Carl von Linné, peCarl Linnaeus, a oamezeg,louzawour ha kelenner e Skol-veurUppsala eSveden enXVIIIvet kantved. Gantañ e voe klasket rummata holl voudoù bev anDouar, en ul levr anvetSystema naturae, embannet e1735. Diwar e labour e teurummatadur reizhiadek ar bevien a zo en implij bremañ.

Gant Linné e voe roet da bepspesad un anv resis elatin, savet diwar daou c’her. Da skouer, Homo sapiens ("den a oar") evit anden. A-raok Linné e veze roet anvioù hir d’ar spesadoù, evit o diskrivañ. Gant skiantourien a veve erXVIvet kantved, an daou vreur Bauhin, e oa bet savet ar reizhiad anvadurioù daouel a zo implijet hiziv, met gant Linné an hini e voe lakaet an diazezoù-se da dalvezout a-vras.

Ur Protestant deol e oa Linné, ulLutherad, hag evitañ e oa arvevoniezh ur studi eus ar bed urzhiet gantDoue. Krediñ a rae e oa bet krouet al loened hag ar plant gant Doue ha ne oant ket cheñchet abaoe krouidigezh ar bed. Ar spesadoù, evitañ, ne gemment ket, er c’hontrol diouzh ar pezh a voe displeget diwezhatoc’h gantCharles Darwin. Daoust da se e oa krog da gas ar skiant war un hent a bellae diouzh kelenn ar relijion. Un arc’heskob lutherat a damallas dezhañ bezañ dizoue.

Bez e voe Linné unan eus diazezourien Akademiezh ar Skiantoù e Sveden. Gantañ ivez e voe savet Liorzh Louzawouriezh Uppsala.

(Gouzout hiroc'h)

Keleier

Un tamm sell war red an darvoudoù

Doarear1 a viz Gouere2025 haKeleier ar vro.

Lee Jae-myung
Lee Jae-myung

Keleier ar Wiki

  • War gresk e talc’h arWikipedia brezhonek da vont, tamm-ha-tamm, ha tremen 88 000 pennad zo bremañ. Er 81vet renk emaomp bremañ e-touez ar raktresoù Wikipedia[1] evit an niver a bennadoù, etre arbelaruseg hag armalayalameg. Evit gouzout hiroc'h :An Deizlevr.
  • E renkadur an holloueziadurioù hervez danvez ar pennadoù emaomp en 84vet plas[2], etre anasameg hag arwoueg. Ne labouromp ket a-walc'h da wellaat ar pennadoù a zo bet boulc'het, hag un toullad pennadoù diazez a vank c’hoazh d’hor Wiki[3], evelnerzh pehormon ha meur a hini all c'hoazh. Taolit ur sell ouzhroll ar pennadoù a ra diouer d’ar Wiki-mañ. Gallout a ra pep hini ac’hanomp klask sevel ar pennadoù a vank dimp. Mankout a ra dimp ivezpennadoù hir (n'hon eus nemet222 evit ar mare).
  • Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek, gouzout petra zo nevez, reiñ ho soñj, kit bep an amzer d'ober un dro betekTavarn ar wikipedourien.
  • Taolit ur sell ouzhar pennadoù nevez-voulc'het gant hor c'henlabourerien ha roit dorn d’o reizhañ, d’o gwellaat, d’o astenn, d’o fonnusaat. Gallout a ra neb a gar degas kemmoù d’ar pennadoù ma vank traoù enno, pe ma'z eus mankoù enno. Ma n’oc’h ket asur eus an doare da ober, sellit ouzhSkoazell:Penaos kemmañ ur bajenn, pe c’hoazh ouzhWikipedia:Fazioù stankañ.
  • E-touez ar raktresoù kar da hini Wikipedia, emañ hini arWikimammenn, un dastumad levrioù brezhonek, kuit a wirioù, pe c’hoazh hini arWikeriadur. Kit da deurel ur sell outo !

A bep seurt

A bep seurt

Fazioù zo marteze e pajennoù ar wikipedia. Amañ e vint renablet, e pajenn arreizhadennoù da ober e-barzh yezh ar wikipedia

Ur raktres deus arWikimedia Foundation eoWikipedia
CommonsCommons
Bank roadennoù liesvedia
MediaWikiMediaWiki
Diorren poelladoù
Meta-WikiMeta-Wiki
Kenurzhiañ
WikilevrioùWikilevrioù
Levrioù ha testennoù frank
WikiroadennoùWikiroadennoù
Diaz anaoudegezh
WikikeloùWikikeloù
Keloù digor
WikipediaWikipedia
Holloueziadur
WikiarroudWikiarroud
Dastumad arroudennoù
WikimammennWikimammenn
Al levraoueg dieub
WikispesadWikispesad
Roll ar spesadoù bev
WikiskolveurWikiskolveur
Binvioù frank evit deskiñ
WikeriadurWikeriadur
Geriadur & tezorus


Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Degemer&oldid=1770769 »

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp